Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

e gouli he gostez. Abenn eiz dez goude, ann diskibien o veza adarre er memez leac’h, ha Thomas gantho, setu Jezuz, hag ann doriou sarret, en em gavet enn ho zouez, hag o lavaret : Ar peoc’h ganehoch. Goude e lavar da Dhomas : Lakit ho piz ama ; sellit ouz va daouarn, hag astennit ho tourn d’hen lakaat em c’hostez ; hag e leac’h diskredi hiviziken bezit sentuz. Ha Thomas da lavaret d’ezhan : Va Aotrou, ha va Doue ! Thomas, kredi oc’h euz great, eme Jezuz d’ezhan, rak m’oc'h euz va guelet ; euruz ar re a gredaz heb beza guelet. Evit guir, Jezuz a reaz c’hoaz dirag he ziskibien eunn niver braz a vurzudou all n’int ket merket el levr-ma. Ar re-ma on euz skrivet evit ma kredoc’h eo Jezuz ar C’hrist, guir Vab Doue, hag evit m’o pezo, dre ho kredenn, ar vuez enn he hano.