Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

met ann diskibien gant aoun raok ar Iuzevien, setu Jezuz diguezet enn ho c’hreiz hag o lavaret d’ezho : Ar peoc’h ganehoc’h. Ha goude ar gomz-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he gostez. Braz e oue ela levenez ann diskibien pa veljont ho mestr. Hag e lavaraz d’ezho eunn eil guech : Ar peoc’h ganehoc’h. Evel m’oun digaset gant va Zad, me ive ho kas c’hui. Ha goude ar gomz-ze, e c’huezaz varnho, hag e lavaraz d’ezho : Resevit ar Spered-Santel. Ar re o pezo diskarget euz ho fec’hejou, en em gavo diskarg ; hag ar re a lezoc’h beac’hiet, a jomo dindan beac’h. Mes, unan euz ann daouzeg, Thomas, leshanvet Didym, n’edo ket gantho pa zeuaz Jezuz. Ann diskibien all a lavaraz ela d’ezhan : Ni on euz guelet ar Mestr. Mes, hema a respountaz d’ezho : Ne gredinn biken, nemed guelet am be merk ann tachou enn he zaouarn, nemed lakaat a rafen va biz e toull ann lachou, ha va dourn