Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

ma. Bez’ o deuz, eme ar barner, kenteliou Moizez hag ar bropheted ; ma ne zelaouont ket ar re-ze, ne raint ket muioc’h a van, piou bennag a gasfen davedho.

Rak-ze, e leac’h goulenn burzudou da skoria ar misteriou ha guirionezou all prezeget d’eomp gant ann Iliz a berz Doue, pedomp ann Tad-ze da greski hor feiz. Neuze, pa zeui Jezuz d’hon digemeret var dreuzou ar baradoz, e lavaro d’eomp, gant douzder, ar c^homsou-ma : Beati qui non viderunt et crediderunt. Euruz neb a gredaz heb kaout ezomm da velet. Evel-se-bezet-great.





SUL AR C’HASIMODO
(Sant Iann, Chab. xx.)


————


Var ar pardaez, enn deiz-ze a ioa ar c’henta euz ar zizun, ann doriou o veza sarret var al leac’h m’edo en em zastu-