loun, emaoc’h noz deiz enn enkrez da goll ar pez oc’h euz, hag, heb ehan, krignet gant ioul dastumm muioc’h mui. Ouz ar c’hargou huel eo oc’h euz avi ?
Neuze, goude ma vec’h dija e beg ar skeul, e fell d’ehoc’h pignat hueloc’h c’hoaz. D’eur pleg mezuz bennag oc’h en em roet ? Kaer o pefe her maga, ne baouezo da iudal ec’hiz eul loan gouez dare gant ann naoun. Bezet sklavour d’eunn all bennag euz a gen aliez tech milliget zo e izili ann den, eur bourreo a zougit enn ho kerc’henn ; peoc’h ebet da gaout ganehoc'h hoc’h unan.
Hag ann nesa, kredi a rit ec’h en em glevo ganthan neb zo, evel pa lavarfen, guerzet d’ann diaoul ? Hema, tad ar gevier hag ar fallagriez, a labouro mar bez ezomm evit lakaat kasouni etre ann dud ; ha ne vezo ket ret d’ezhan en em skuiza. Ann holl a ranko beza var evez ouz ann den avarisiuz evit difen ho danvez. Penaoz e c’helfent gouzanv ann hini a glask