Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

Emmaüs a ioa c’hoaz er goumpagnunez, p’en em ziskuezaz Hor Zalver. Ar re-ze o doa komzet outhan enn hent, ha kommuniet, evit ann eil guech, euz he zorn karantezuz ; guelet oa bet ive gant sant Per, eme ann Aviel, penaoz eta koumpren o defe kement a boan ouz he anaout hag o kredi ema dirazho ?

Pa vez c’hoant braz da gaout eunn dra, ha pa vezer bet o c’hedal bete dija koll fizianz, ma teu d’eomp pelloc’h ar pez a c’hortozemp, on euz aoun na ve ket guir, aoun na ve ec’hiz sorc’hennet hor penn, goude guelet ha klevet, n’oump ket sur aoualc’h euz hon daoulagad hag euz hon diouskouarn ; hag e c’houlennomp c’hoaz eunn testeni all bennag. Evel-se a c’hoarvez gant ann Ebestel. Glac’haret oant bet o koll eur mestr ken karet ; huanadi a reant varlerc’h ann eur d’her guelet a nevez, ha beteg ann trede deiz o devoa fiziet var he bromesaou. Brema setu hen dirazho ; mes, gant ho