bez’ oc’h euz aze, emezhan, eunn dra bennag a ve mad da zibri ? Hag e lakajont dirazhan eunn tamm pesk krazet hag eur goarenn mêl. P’en devoue debret dirazho, o tastum ar pez a jome euz he zilerc’h da rei d’ezho, e lavaraz : Setu ar c’henteliou a roen d’ehoc’h epad m’edon c’hoaz enn ho touez : ret eo e ve sevenet ann holl draou skrivet divar ma fenn e lezenn Moisez, er Propheted hag er psalmou. Neuze e tigoraz ho spered evit ma koumprenjent ar Skritur, hag e lavaraz d’ezho : Ec’hiz m’eo skrivet, ret oa d’ar Christ gouzanv evel-se, ha sevel d’ann trede deiz a douez ar re varo ; ret oa ive e vije, enn he hano, prezeget d’ann holl boblou ar binijenn hag ar pardoun euz ar pec’hejou.
Diouz a verk sant Lukas er gentel-ma, ann daou ziskib nevezig distro euz a