Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

viot bepred kristenien stard ha kalounek. Evelse-bezet-great.





AR MEURZ FASK
(Sant Lukas, Chab. xxiv.)


————


D’ar mare-ze, Jeznz en em gavaz e touez he ziskibien, hag a lavaraz dezho : Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ; me eo, n’o pezet ket aoun. Evitho, strafillet ha spountet a zonje oa eur spered a velent. Mes hen a lavaraz d’ezho : Perak en em enkrezit hag e roit digemer d’ar zonjou-ze enn ho kaloun ? Sellit va daouarn ha va zreid ; me va unan eo ; dournatit ha guelit ; eur spered n’en deuz na kig nag eskern ec’hiz am euz me hag a velit. O veza lavaret ann dra-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he dreid. Evel ne gredent ket c’hoaz ha ma choment sebezet gant ho levenez :