Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —


Nag a gristenien zo henvel outho ! Pa lennont ar pez zo merket enn Aviel divar-benn holl-c’halloud, lealdet ha furnez ann Aotrou Doue, int souezet ha douget da ziskredi, o veza ne ro ket raktal da bep unan hervez he oberou.

Araok seveni he bromesaou ha re ar bropheted, Hor Zalver a dlie mervel ! Mes, ober a rai pep tra d’ar mare hag ec’hiz m’eo deread. Mad, kristenien diskiant ha laosk a feiz, Doue a zalc’ho ive d’he c’her. Amzer a gemer hag hen ober a c’hell pa’z eo guir hor c’havo enn tu all d’ar bez koulz hag enn tu-ma. Mes, da c’hedal, poaniit c’hui da grenvaat ho kredenn.

Kaloun ann daou ziskib a domme enn ho c’hreiz epad ma selaouent Hor Zalver, ha p’o devoue kommuniet euz he zourn, neuze e veljont sklear hag e teuaz ho feiz da veza nerzuz.

Eveldho eta klevit mad komsou Doue, tostait aliez ouz ann Daol Zantel, hag e