Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

e lavarent eo, e guirionez, resusitet ann Aotrou hag en em ziskuezet da Zimon Per. Ar re-ma ive a ziskuillaz ar pez a ioa c’hoarvezet gantho enn hent, ha penaoz o doa hen anavezet pa rannaz ar bara.


Fiziout e komsou Doue.


Abaoue eur pennad amzer, impalaerien Rom a ioa mistri e Jerusalem, ha n’oa mui, var tron ar Judee, rouaned euz ar ouenn goz. Kement-ze a rea kalz melkoni d’ar Iuzevien. O klevet ann traou burzuduz skrivet divarbenn ar Mesias, hag o c’houzout e tiskennje euz lignez David, ann daou ziskib-ma, evel niver braz a re all, a c’hortoze her guelet o rei he brud kenta d’ar rouantelez ; ha p’en em lakeaz Jezuz da brezeg ha d’ober burzudou, e kredjont e teuje buhan aoualc’h a benn euz al labour-ze. Mes, allaz ! barnet oa bet d’ar maro ha staget er groaz, ha brema

ann diskibien ne fiziont mui varnhan.

11