kaout digemer enn he c’hloar ? Neuze ec'h en em lakeaz da zisplega dezho kement zo lavaret divar he benn er Skritur gant Moïzez hag ann holl bropheted. Pa ouent tost d’ar geriaden el leac’h ma’z eant, Jezuz a reaz neuz da vont pelloc’h. Mes, hi a zalc’haz varnezhan, o lavaret : Chomit ganeomp, rak dont a ra ar pardaez, hag ann deiz zo dija enn traon. Hag ez eaz enn ti gantho. Hag epad m’edo ouz taol gantho, setu hen o kemeret bara, ouz ber benniga hag he ranna da rei d’ezho. Neuze ho daoulagad a zigoraz, hag hen anavesjont ; mes, ker buhan ez eaz kuit a zirazho. Hag hi o lavaret ann eil d’egile : N’oa ket tomm bero hor c’haloun enn hor c’hreiz epad ma komze ouzomp enn hent ba ma tisplege d’eomp ar skritur ? Hag o veza savet ez ejont raktal enn dro da Jerusalem. Eno e kavjont ann unneg abostol er memez leac’h, hag ann diskibien all gantho, hag holl
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/169
Neuz