Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

a lavaraz hen d’ezho. Ar pez zo diguezet, emezho, gant Jezuz a Nazareth, a oue eur prophet brudet dre he oberou ha komsou dirag Doue hag ar bobl holl ; penaoz o deuz prinsed ar veleien hag ann dud e karg her barnet d’ar maro hag he staget ouz ar groaz. Koulzgoude ni a grede oa hennez salver Israel ; ha setu hirio ann trede deiz abaoue m’eo c’hoarvezet ann traou-ze holl. Evit guir, unanou bennag euz ar gragez a ioa ouz hon heul, o deuz great aoun d’eomp ; rak, o veza eat d’ar bez araog ann deiz, evel ne gavent ket he gorf, inl dizroet enn eur lavaret o doa zoken guelet elez hag a zisklerie oa beo. Darn ac’hanomp eat neuze d’ar bez o deuz kavet pep tra ec’hiz ma lavare ar gragez ; evithan n’o deuz ket her c’havet. Ha Jezuz a lavaraz d’ezho : O, tud diskiant ha dieguz da gredi kement zo diskleriel gant ar bropheted ! Daoust ha n’oa ket ret d’ar C’hrist gouzanv ann traou-ze ha dre eno