Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —





AL LUN FASK
(Sant Lukas, Chab. xxiv.)


————


Enn deiz-ze daou euz diskibien Jezuz a ia d’eur geriaden hanvet Emmaüs, hag a ioa etro diou leo hanter diouz Jerusalem. Hag hi a gomse etrezho euz kement a ioa c’hoarvezet. Hag epad ma tivizent evel-se, ann eil o klask gouzout petra a zonje egile, setu Jezuz he unan o tostaat hag o vale gantho. Mes, evel pa vije sarret ho daoulagad, n’hen anavezent ket. Hag e lavaraz d’ezho : Euz a betra e komzit eta ann eil gant egile oc’h ober hent, ha perak hoc’h glac’haret ? Hag unan anezho, he hano Kleophas, o respount d’ezhan evelhenn : Ha c’hui a ve eta ken divroet e Jerusalem ma n’euz nemedhoc’h ne oufe ar pez zo c’hoarvezet ennhi ann deiziou-ma ? Petra ?