Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

nag el leac’hiou milliget ma oue lazet he ene paour. He blas n’ema ket eno mui eged n’eo ar bez plas etmu den beo.

Hor Zalver en em ziskuez da zant Per ha d’ann diskibien all evit ma ouezint eo resusitet e guirionez. Mar bevomp hiviziken hervez lezenn Doue, pep unan a velo ive ar burzud a c’hras c’hoarvezet ennomp.

Jezuz ne varvo mui ; ar maro n’en deuz galloud ebet ken varnhan. Ni ken nebeut ne dlefemp ket mervel ; mes, goude eur pask ar zantela e c’hellomp evelato beza skoet adarre gant maro ar pec’hed. Bezomp eta bepred var evez, hag beuliomp mad kuzuliou hor c’honfesour evit kenderc’hel e karantez Doue. Evel-se-bezet-great.


————