menleudi da Zoue ; rak, evel Hor Zalver, ni a vezo ive treac’h d’ar maro ha da vreinadurez ar beziou.
Mes, ann darvoud-ze ken dudiuz d’ar Zent, evit ma vezo talvouduz da bep hini ac’hanomp, ni a dle miret buez hon eneou hag he renevezi ma ve, siouaz ! kollet ganeomp dre ar pec’hed. Evit guir, ann dra-ze a c’hellomp d’ober e peb mare euz ar bloaz ; rak, oc’h anzao ar pec’hejou gant glac’har ha fizianz, e kaver bepred trugarez. Mes, eur c’halz tud a jomm pell braz e stad a varo. Evelato, enn amzer Fask ez eont peurvuia da glask ar vuez er zakramanchou. Resurreksion Jezuz-Krist a zo eur mellezour lakeat dirag hon daoulagad, d’hor blenia el labour-ze evit ma vezo mad ha paduz ; guelomp eta petra lavar ann Aviel var gement-ze.
Leun eo a vuez, eme aun eal ; n’her c’hlasket mui eta etouez ar re varo. Eur c’hristen distroet da vad ouz Doue n’her guelot ket ive er gual goumpagnuneziou