klevet komsou daou anezho a ioa o vont da Emmaüs hag en em gavaz da vale gant ho Mestr, heb he anaout.
Ia, var ar burzud-ze eo diazezet al lezenn gristenn ; rak, evel a lavar sant Paol, paneved m’eo savet Mab Doue euz ar bez e ve eur follentez d’eomp fiziout ennhan ; ha ne ve ket var ann douar eur rumm dud rezeudig ha diskiant ec’hiz domp-ni, pa gemeromp poan ha pa zioueromp plijadur ha traou all, o c’hortoz eunn euruzdet ne gafemp biken. Ma n’eo ket resusitet Jezuz, emezhan, a be leac’h e oufe dont adarre buez enn hor c’horfou ni ? Ha koulzgoude, a hent all, penaoz ha pe vare, e vezo roet he zigoll d’ar c’hristen mad ? Mes, savet eo leun a c’hloar euz ar bez ; hag, e memor euz ar burzud kaer-ze c’hoarvezet enn deiz-ma, ann Iliz santel a c’halv he bugale d’en em laouenaat ganthi : Hœc dies quam fecit Dominus, exultemus et lœtemur in ea.
Ia, bezomp laouen, ha kanomp hirio mi