Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

estlamm hag ho levenez, ne c’hellont kredi.

Evel kent, ret eo ive anzao n’oa ket stard ha nerzuz ho feiz. Koulzgoude, e eleac’h rebech netra d’ezho, Hor Zalver a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit diskuez en em gave enn ho zouez korf hag ene. Sellit piz, emezhan, lakit ho taouarn varnhon, hag anavezit emaoun ama kig hag eskern, dishenvel dioc’h ar sperejou pe ar spountaillou. Kaeroc'h a ra c’hoaz, evit tenna peb nec’h divarnho ; dibri a ra gantho, daoust n’en devoa he gorf sakr ezomm ebet a voued hiviziken. Var resurreksion Jezuz-Krist eo diazezet hon holl gredennou ; rak-ze e teurvez rei d’he ziskibien kement testeni a c’houlennont, evit ma vezo sklear ar virionez-ze, evit ne c’hello den lavaret o deuz kredet re vuhan.

Mes, a zonjo meur a hini, mar d’eo talvouduz d’al lezenn gristen e ve bet ann ebestel keit all o klask digemeret ar