hoc’h c’hui eat pell dioc’h ann dud ? Da velet eur gorzenn kaset ha digaset gant ann avel ? Mes, da velet petra hoc’h eat ? Da velet eunn den guisket brao ha tom ? Neb a zoug ar guiskamanchou-ze a zo e palez ar rouaned. Da velet petra hoc’h eat eta pelloc’h ? Da velet eur prophet ? Ia, me lavar d’ehoc’h, mui eged eur prophet. Rak hennez eo a zo skrivet divar he goust : Setu ma kasan va Eal araozoc’h evit kempenn ann hent el leac’h ma tleit tremen.
Diskibien Iann-Vadezour a c’houlenne ouz Jezuz hag hen a ioa ar Mesii gortozet abaoue keit amzer. Eaz oa d’Hor Zalver lavaret ia pe nann. Mes, perak e vije kredet kent eged eunn all ? Hervez a zesk d’eomp he-unan, meur a hini a c’hoantai tremen evit ar Mesias, hag ho c’homsou brao a c’helfe, eleal, deseo aleiz