Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —
ANN EIL SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Vaze, Chab. ii.)
————
Iann-Vadezour, er prizoun, o veza klevel hano euz oberou Jezuz-Krist, a gasaz daou euz he ziskibien da goms outhan evelhenn : c’hui eo ann hini a dle dont, pe eunn all a c’hortozimp-ni ? Ha Jezuz a reaz dez’ho ar respount-ma : It ha diskuillit da Iann ar pez oc’h euz klevet ha guelet. Ann dud dall a gav ar sklerijen, ar re gamm, ar c’herzet, ar re vouzar, ar c’hlevet, ann dud lor en em gav pare, ann Aviel zo prezeget d’ar beorien. Hag euruz neb ne gavo ket gual gentel ennhon-me.
Epad ma’z ea ar re-ma gant ho hent, Jezuz en em lakeaz da goms d’ar bobl divar benn sant Iann. Da velet petra