mouez gant hini ann elez da gana ar c’hantikou dudiuz a vezo klevet da virviken e palez ann Dreindet.
E pe gostez e fell d’eomp beza da zeiz skrijuz ar varn ? Brema eo da bep unan choaz hag ober he blas ; rak Jezuz ne roi d’eomp nemet ar pez a vezo dleet. Selaouomp eta mouez ann Iliz, hor mamm garantezuz. Greomp digemer vad da Vab Doue enn he genta donedigez, ma c’hello hon espern, pa ziskenno, d’ann eil guech, evit barn ar bed holl.
Pedenn. — O, va Doue, enn deiz spountuz a lakai ann env he-unan da grena, me garfe klevet ganeoc’h ar c’homsou dous a leverot d’ann dud salvet. Skrivit eta doun em spered ar zonj euz ar varn ma kovesainn, gant guir glac’har, va fec’hejou tremenet, ha ma vevinn, hiviziken, hervez ho lezenn, evit mervel enn ho karantez. Evel-se-bezet-great.