Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

outho, hag en era gavo enn tu deou, etouez mignouned Hor Zalver. Enn eur renk izel, er baourentez marteze, ar re-ma o deuz bevet evel guir gristenien. Ho distera oberou a zo bet skrivet gant ho eal mad, var rollou ar baradoz, ha setu hi pinvidik braz dirak Doue.

Goude beza roet da anaout buez ann eil rumm hag egile, ar barner, heb dale pelloc’h, a zougo ar zetans. D’ar bec’herien e lavaro gant eur vouez rust hag eur vizaj didruez : « It pell diouzinn, tud milliget, d’ann tan ne vougo morse, a zo bet c’houezet evit ann diaoul hag he zroug-elez. » Ha ker buhan ann ifern a zigoro da lounka ann dud daonet a guezo ennhan korf hag ene.

O trei neuze ouz ar zent gant eunn ear laouen : « Deuit, eme Jezuz, deuit c’hui mignouned va Zad, da gemeret ar rouantelez zo bet great evidoc’h azaleg ann deiz kenta euz ar bed. » Hag, o pignat d’ar baradoz, ec’h unanint ho