sou digoret dirak daoulagad ann holl a roi da anaout buez peb unan heb ma chomfe netra kuzet. Ne dalv ket d’ar bec’herien fiziout var ann devalijen a ioa enn dro d’ezho pa reant ho fallagriezou. Dispaket e vezo beteg plegou ar galoun ha dizoloet, n’eo ket hebken al laeronsiou hag ann oberou mezuz, mes ive ar zonjezonou louz hag ann holl c’hoantegeziou direiz, enn eur ger, kement a c’hell kaillara ann ene heb beza guelet a ziaveaz.
Nag a bet o devezo, var ann douar-ma, tremenet evit tud direbech, evit sent marteze, hag a vezo, da zeiz ar varn, anavezet evit tud fall griet a bep seurt pec’hejou ! Ar re-ze, o ruzia gant mez, a lavaro d’ar meneziou kueza varnho ha d’ann douar ho lounka evit ho c’huzat ouz lagad ar barner hag ann testou zo enn dro d’ezhan. N’o devezo ket ho goulenn.
Nag a re all ive a vezo bet kemeret evit tud diskiant, ne brizet ket sellet