Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —


Doue gant he fumez en deuz merket pegeit e pado ar bed. Pa vezo deuet ar mare, varlerc’h ann traou skrijuz a lennomp enn Aviel hag a rai d’ann dud keiz dizec’ha gant enkrez, ann tan, o tilammet euz a greiz ann douar digor, en em astenno enn eunn taol hag a lakai pep tra e ludu. Neuze e teui eunn eal gant he drompill skiltruz da zivuna ann dud varo ouz ho gervel etrezek traonien Josaphat. Holl e savint leun a vuez ; mes, pebez kemm etrezho ! Darn euz ar c’horfou a vezo kaer ha skeduz evel ann heol ; darn all ne vezint nemet loustoni ha breinadurez.

Raktal e vezo guelet o tiskenn Jezuz, ar barner braz, ann elez enn dro d’ezhan, ha dirazhan he groaz lugernuz a roi levenez d’ann eneou santel ha spount d’ar bec’herien. Kerkent, ann dud en em ranno o vont eur rumm enn tu deou hag eur rumm all enn tu kleiz, ha setu great ann disparti evit ato. Levr ar c’houstian-