Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —

d’ann eac’h ; rak, heb dale e viot diboaniet.

Hag e roaz d’ezho kement-ma evit skuer : Sellit ouz ar vezenn fiez hag ar guez all. P’en em lakeont da boulza, c’hui a anavez eo tost ann hanv. Evel-se ive pa velot ann traou-ma o c’hoarvezout, gouezit eo tost rouantelez Doue. M’hen lavar d’ehoc’h, e guirrionez, araok ma varvo ann dud zo brema, ann traou-ze holl a vezo diguezet. Ann env hag ann douar a dremeno ; mes, va c’homzou me ne dremenint ket.


Sonjal er varn jeneral.


Perak e teu ann Iliz da goms d’eomp hirio euz ar varn jeneral ?

Evit ober d’ann dud rei digemer a zoare da Jezuz a zeu brema evel Salver, enn aoun na vent gual skoet ganthan pa ziskenno evel barner.

Dalc’homp eta, eur pennadik, hor spered var zonj ar varn jeneral.