Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ANN AVIEL





AR ZUL KENTA EUZ ANN AZVENT
(Sant Lukas, Chab. xxi.)


————


Bez’ e vezo, eme Hor Zalver, merkou enn heol, el loar hag er stered. Ann holl boblou euz ann douar a jomo mantret o klevet ann trouz skrijuz a rai ar tnor hag ann doureier. Ann dud a zizec’ho gant ar spount o c’hortoz ar pez a c’hoarvezo gant ar bed holl ; rak, ann env he-unan a greno. Neuze e vezo guelet, var eur goabrenn, Mab Doue o tiskenn gant eur c’halloud, a rei d’ann holl douja. Dre ma tiguezo

ann traou-ze, savit ho penn ha sellit

1