Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

a dud. Jezuz en em ro eta da anaout dre eur merk all skleroc'h, dre he oberou. Ar iec’hed roet d’ar glanvourien, ar vuez c’houezet adarre e tud varo, ann Aviel prezeget d’ar re baour. Divezatoc’h o skolia ar Iuzevien,o kemenn d’ezho beza var evez ouz ar fals-doktoret pe ar fals-propheted a raio prezegennou euz ar re gaera, e lavaro ive : pa viot nec’het o klask gouzout gant piou ema ar virionez, sellit ha sellit piz ouz oberou pep unan. Dioc’h kement-ze e c’houezoc’h pe du ema al lealdet, rak dioc’h ar frouez eo barn eur vezen.

Mad e ve eta d’ar gristenien a bep bro hag a bep amzer taoler pled ouz ar gentel-ma.

Pegen aliez, siouaz, ne vezont-hi ket touellet gant brasa enebourien Doue ! Var zigarez ma komzont brao ha ma lakeont, eur vech bennag, ho dourn enn hoc’h hini, c’hui ho c’hemer evit ho kuella mignouned, hag a heuill ho c’huzuliou