Araog ann oferen bred, hirio e peb iliz parrez, e venniger bodou glaz, beuz, lore pe draou all, a gaser goude-ze d’ar gear evit beza miret epad ar bloaz. Ar c’hiz zo memez gant ar gristenien vad da lakaat eur bodik benniget e kreier al loened, ha beteg er parkeier e mesk ar c’hounidegez, evit pellaat peb droug dioutho, hag ober da vennoz ann Aotrou Doue diskenn puilloc’h varnho. Eur voazamant kaer eo, hag a dle beza heuliet bepred, pa c’houzomp o deuz ann traou benniget nerz d’hon diouall diouz meur a zarvoud noazuz d’hon ene, d’hor c’horf pe d’hor madou. Mez e ve d’eunn tiegez ne gafet ket ennhan eur bod evel-se, gant eur penn goulou hag eur banne dour benniget.
Ar skourrou glaz-ze, kent na zistroer gantho d’ar gear, a vez douget evit ar prosesion da zigas sonj d’eomp euz ann