Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

digemer great d’Hor Zalver e Jerusalem, hag a zesk da bep kristen e pe zoare reseo Jezuz enn he galoun, brema d’ann amzer Fask.

Petra bennag ma oa euz lignez David, ne gavomp ket dJezhan, enn deiz-ze, doare eur roue. Ne veler var he dro na soudardet na tud a lez ; hag he-unan, e leac’h beza enn eur c’harroz pe var eur marc’h kaer, eo azezet var gein eul loan euz ar re zistera, eunn azennez. Ia, guir aoualc’h eo ar pez a gemenne ar prophet da gear Jerusalem ; he roue a zeu davethi leun a zouzder : Ecce rex tuus venit tibi mansuetus.

Siouloc’h ha disteroc’h eo c’hoaz o c’houlenn digor ouzomp-ni. Rak, ma n’oa ganthan reuz na fouge ebet, ann holl da vihana a vele dirag ho daoulagad eunn den brudet dre he furnez hag he c’halloud souezuz ; hag abalamour da ze e teuent d’he ziambroug gant levenez o kana mil bennoz ha mil meuleudi d’ezhan.