livirit en deuz ann Aotrou ezomm anezho, ha dioc’htu ho lezo da vale. Kement-ze holl a oue great evit seveni ar pez a ioa skrivet gant ar prophet pa lavare : Kemennit da gear Sion ; setu ho roue o tont davedhoc’h lenn a zouzder, var gein eunn azennez, hag azen bihan ar vamm a zo sparlet. O veza eat, ann diskibien a reaz evel m’oa gourc’hemennet d’ezho gant Jezuz. Digas a rejont ann azennez hag he azen bihan ; ha goude beza hi goloet gant ho dillad e rejont d’ezhan azeza varnho. Eunn niver braz a dud a astennaz ive ho dillad var ann hent ; darn all a droc’haz skourrou diouz ar guez da deuler var he hent ; hag enn he raok, koulz ha var he lerc’h ar bobl a gane evelhenn : Hosanna ! salud ha gloar da vab David ! Bennoz d’ann hini a deu enn hano Doue !
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/157
Neuz