Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

bara ar c’horf, goude beza maget ho ene.

Ar pez a reaz enn deiz-ze, hen ober a rai c’hoaz ken aliez guech ma vezo ezomm. Pa gemerot skuer dioc’h ann dud-ze oc’h ober da genta bolontez Doue, ann Tad karantezuz-ma n’ho tilezo ket.

Daoust m’az oc’h pe ma livirit beza kristenien, pet guech n'oc’h euz ket difiziet euz promesaou Hor Zalver ? Selaouit eta pelloc’h he guzuliou, heuillit he lezenn ; grit a hent all kement zo enn ho kalloud, ha goude-ze, heb nec’h ebet, en em lakit etre he zaouarn madelezuz. Evel-se-bezet-great.





SUL AR BASION
(Sant Iann, Chab. viii.)


————


Enn deiz-ze, Jezuz a lavare d’ar Iuzevien : Pehini ac’hanoc’h a ziskuezo e ven me faziet ? Ha ma lavaran d’ehoc’h ar