Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —


Ia, neuze eo trei ar spered varzu ann Holl-C’halloudeg, ha n’eo ket esa trec’hi paourentez, o terri he lezennou ha re ann Iliz, evel ma ra kalz kristenien a velit o vont bemdez paouroc’h paoura. Ann dud keiz-ze ne fell ket d’ezho selaou ar c’homsou-ma euz ann Aviel: Quœrite primum regnum Dei… Klaskit da genta rouantelez ann env, hag ann holl draou all a vezo oet d’ehoc’h var ar marc’had.

Evit ar bobl a gavomp enn dro da Jezuz, hennez en devoa klevet hag heuliet ar gentel-ze. E c’hellit kredi, ar re-ze a ioa ret d’ezho gounit ho bouet o labourat douar, o pesketa pe oc’h ober eur vicher all bennag. Mes, gant Hor Zalver ema komsou ar vuez eternel, skol ar zilvidigez, hag e tilezont pep tra evit mont d’he zelaou. En em gaout a reont dija pell diouz ar gear, heb tamm da zibri, ha ne ziskuezont nec’h ebet. Ne glaskont nemed eunn dra ; deski hent ar baradoz. Rak-ze, Jezuz a ra eur burzud evit rei d’ezho