virionez, perag n’am c’hredit ket ? Neb zo enn tu gant Doue, a zelaou komsou Doue. Ar pez m’eo d’ehoc’h n’ho zelaouit ket, eo n’hoc’h ket a berz Doue. Ar Iuzevien a respontaz. d’ezhan : N’on euz-ni ket a leac’h da lavaret ez oc’h Samaritan, hag ema ann diaoul ennhoc’h ? Nann, eme Jezuz, n’ema ket ann diaoui ennhon ; henori va zad eo a ran, ha c’hui oc’h euz great dismeganz d’inn-me.Evidhon-me ne glaskan ket va gloar, eunn all her grai, evel ma vezo dleet. E guirionez, e guirionez hen lavaran d’ehoc’h, neb a viro va c’homsou, ne varvo biken. Brema e velomp aoualc’h, a lavaraz neuze ar Iuzevien, ema ann diaoul ennhoc’h. Abraham zo maro, hag ar bropheted ive, hag e kredit lavaret : neb a viro va c’homsou ne varvo morse ! Ha treac’h e vec’h c’hui da Abraham a zo maro ? Ar bropheted zo maro ive ! Evit piou e fell d’ehoc’h tremen ? Jezuz a lavaraz d’ezho : Mac’h en em veulan va
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/151
Neuz