Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —
mil den a azezaz. Ha Jezuz a gemeraz ar bara, ha goude beza trugarekeat he Dad ho rannaz d’ar re a ioa azezet ; er memez tra a reaz euz ar pesket, o rei d’ezho ar pez a garent. Ha goude m’o devoe debret aoualc’h, e lavaraz d’he zizkibien : Dastumit ann tammou a zo chomet, evit ne d’aint ket da goll. Ho dastum a rejont, hag e oue leuniet daouzeg paner gant ann tammou chomet euz ar pemp bara heiz a zilerc’h ar re o doa debret. Ann dud-ze eta, o veza guelet ar burzud en doa great Jezuz, a lavare : Setu aze, e guirionez, ar prophet a dle dont er bed. Mes, o c’houzout e tlient dont d’her c’herc’hat evit he lakaat da roue, Jezuz en em dennaz adarre he unan er menez.
Ar bara kresket gant Hor Zalver.
Ar gentel-ma a ziskuez d’eomp pegen deread ha pegen talvouduz eo lakaat hon