Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

holl fizianz e Doue a zo eunn tad fur, mad ha gallouduz. O veza fur ec’h anavez hon ezommou, ha p’en deuz peb galloud e rai kement a c’hoanta he vadelez d'ober evidomp.

Meur a vech dija Hor Zalver en devoa roet ar gelennadurez-ma d’ann dud en em zastume enn dro d’ezhan, pa lavare : N’o pezet ket nec’h o klask gouzout petra zebrot. Sellit ouz labousedigou ann env ; ar re-ze ne hadont ha ne eostont netra, ha koulzgoude holl e kavont ho zammik bouet. Ha ne dalvezit-hu ket kalz hirroc’h egetho dirag daoulagad ann Aotrou Doue ? Hag e kredit en devezo ar galoun d’ho tilezel ?

Ha gant ho tillad, perak ive en em jala ? Ar bokedou er prat ne ouzont neza nag ober labour all ebet ; hag evelato ho guiskamant a zo skedusoc’h ha pinvidikoc’h eged na oue biskoaz mantell ar roue Salomon pa veze enn he gaera. Ma kemer eta Doue ar boan da wiska evel-se bokedou