Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

ez ea eunn niver braz a dud rak ma velent ar burzudou a rea e kenver ar glanvourien. Jezuz en em dennaz eta var eur menez, hag a azezaz eno gant he ziskibien. Hogen, tost tre oa Pask, a zo eunn deiz gouel evit ar Iuzevien. Ha Jezuz o veza savet he zaoulagad ha guelet e teue eunn niver souezuz a dud davethan a lavaraz da zant Philip : A beleac’h e prenimp bara evit rei da zibri d’ar re-ma ? Ann dra-ze a lavare evit ober d’ezhan diskuez he zonj ; rak, evithan he-unan a ouie aoualc’h petra a raje. Philip a respountaz d’ezhan : Gant daou c’hant diner a vara ne ve ket peadra evit rei eunn tammik da bep hini. Eunn all euz he ziskibien, Andre, breur sant Per, a lavaraz d’ezhan : Eur bugel zo ama hag enn deuz pemp bara heiz ha daou besk ; mes, petra eo ann dra-ze etre kement all a dud ? Jezuz a lavaraz eta : Grit d’ann dud azeza. Bez’e oa kalz geot el leac’h-ze ; ha tostik pemp