Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —
drouk-spered, bezomp var evez ha diouallomp ouz al laer-ze hon ti hag hor madou, da lavaret eo hon ene hag ar grasou kaer lakeat ennhan gant Hor Zalver. Na zeuomp ket da veza mud o tilezel ar bedenn ha kador zantel ar binijenn. Greomp guelloc’h c’hoaz ; pa c’houzomp eo ret beza enn tu gant Doue pe eneb d’ezhan, hervez ar gentel hirio, savomp hor mouez da zifenn guiriou hor mestr ha re he Iliz, ken aliez guech ma velimp ober gaou outho. Neuze, o veza selaouet hag heuliet komsou Doue, hor plas a vezo etouez ar re zo kemeret gant Hor Zalver evit tud euruz : Evel-se-bezet-great.
AR PEVARE SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Iann, Chab. vi.)
————
Jezuz a ieaz enn tu all da vor Gallilee, a zo lenn Tiberiad ; ha var he lerc’h