Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

deuler ar beach-ze divar he goustianz pa ro Doue amzer ha grasou aoualc’h d’ezhan.

Mes klevet oc’h euz peger braz kounnar a vez neuze e Satan, ne gav ehan na diskuiz e neb leac’h, hag a red da gerc’hat seiz spered all goasoc’h egethan, m’oar vad ar seiz pec’hed kapital, evit kelc’ha ann ene keaz, da velet hag hi a c’hello mont ebarz adarre. Ha piou a vezo goest da herzel ouz ann arme-ze ? Den ebet dreizhan he unan. Ha goulzgoude pa roer digemer d’ann diaoul evit ann eil guech, e vez kalz diesoc’h en em dizober anezhan. Eunn dra sklear eo da bep unan. Gant aoun na ve kaset kuit eunn eil tro, hennez a stardo muioc’h varnomp he lasou milliget. Griziou ar pec’hed a ia dounnoc’h er galoun ; hag houma a deu da veza ien ha kalet, Doue o rei d’ezhi nebeutoc’h a c’hrasou, rak ma’z euz great fae var he garantez.

Pe ni a zo eta chomet dibec’h ; pe ni a zo en em dennet euz daouarn kriz ann