ienien, lavaret a c’helfen kasoni, ouz guella mignoun ann ene. Setu adarre labour ann diaoul. Ma ve diskuillet he droiou-kamm, ma ve daou e leac’h unan o c’hourin outhan, ne c’helfe ket buhan ho zrec’hi. Mes, gant he blegou fall hag he zempladurez petr’ e vezo ann den iaouank etre daouarn eunn henveleb adversour ? Kaout sûr a rai hema digor er galoun, hag eur vech m’en deuz diazezet he gador ne fell ket d’ezhan beza diblaset. Koulzgoude ma’z afe ar c’hristen pe ar gristenez paour, gant glac’har ha lealdet da anzao ann drouk zo c’hoarvezet, ar beleg, dre eur gomz hebken, a lakai ann diaoul da dec’het ec’hiz ma rea Hor Zalver. Abalamour da ze e klasko kant ha kant troidel evit liamma ann teod ; rak mar be diskuillet e vezo kaset e meaz.
Evelato peurvuia neb en deuz feiz a zeu da skuiza gant ar zamm euz he bec’hejou, hag a ia, abred pe zivezad, da