Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

Doue, Satan a zeu avechou d’hen derc’hel maro-mik enn hor genou, ec’hiz ma rea d’ar rezeudik-ma. Evit guir, ne vez ket lezet aliez da vont beteg eno ; mes, nag a gristenien a velomp lakeat ganthan dilavar p’o defe muia ezomm da gas ho zeod enn dro. Ober a ra d’eunn niver braz dilezel ar bedenn, pa ve ret beza aketusoc’h d’ezhi.

Pe da vare euz ho buez e teu kalz tud da veza lezireg var ann dever-ze ? E kreiz ho iaouankiz, pa vez ann ioulou direiz o virvi er galoun hag enn izili. Ia, ar bedenn a reant noz ha mintin pa n’oant nemed bugaligou, neuze o deuz diegi ouz he ober, hag aliez n’he greont mui. Taolit evez, tud iaouank, rak heb dale c’hui a vezo mud.

Pa vez kement da stourm ouz ar c’hik hag ouz ann drouk-spered, e ve ezomm braz da glask nerz er zakramanchou, ha da c’houlenn kuzul ann tad konfesour ; ha d’ar c’houlz-ze e teuer da gemeret