Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

c’hoaz talvouduz d’ehoc’h, o sevel ho spered varzu ann env. Ma ne vemp eskinet aliez, eme zant Fransez a Zal, e teufemp re hardiz, hag e tiguesfe ganeomp tro al labousedigou a vez sammet gant ar sparfell, o veza, heb difizianz, eat pell diouz ar vamm. Goude eur spountaden bennag e talc’hont tostoc’h d’ar iar, ha neuze pa zav trouz e redont da guzat dindan he askell. Ni ive, o veza bet meur a grogat ouz ann enebour, a jomm guelloc'h var evez, ha pa zav reuz, ec’h en em daolomp buhan etre divreac’h Jezuz ; hag eno, ouspenn ma’z omp diouallet, hor c’haloun ken tost d’he hini a zeu da domma muioc’h mui gant tân he garantez. Evel-se-bezet-great.


————