Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —
ANN EIL SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Vaze, Chab. xvii.)
————
D’ar mare-ze, Jezuz o veza kemeret d’he heul Per, Jakez ha Iann, he vreur, a ieaz gantho a gostez var eur menez huel ; ha dirazho e chenchaz doare. He vizaj a lugernaz evel ann heol, hag he zillad a deuaz guenn ec’hiz ann erc’h. Hag, enn eunn taol, e veljont Moizez hag Eliaz o komz ganthan. Ha dioc’htu Per o lavaret da Jezuz : Aotrou, brao ec’h en em gavomp ama. Mar kirit, greomp ama tri delt, d’ehoc’hui unan, da Voizez unan, hag unan da Eliaz. N’oa ket peurlavaret he c’her ganthan ma ouent goloet gant eur goabren skeduz. Hag euz ar goabren, eur vouez a lavare : Hema eo va Mab muia-karet,