blijadur bennag ne vezimp ket c’hoaz tamallet gant Doue. Sant Beneat ha sant Fransez p’en em ruillent, hema enn erc’h, egile etouez ar spern evit trec’hi ïoulou ar c’hik, a dlie beza dija gual daget gant ann tan hudur ; ha koulzgoude e choment neat a bec’hed.
Ma vec’h eta argaset eveldho n’o pezet enkrez ebet, epad ma kendalc’hit da enebi kalounek. Pegeit bennag e pado ann dentasion n’euz drouk ebet ; brasoc’h e vezo memez ho mirit ha kaeroc’h ho kurunenn, ma ve hirr ha tenn ar stourmad. Abalamour da ze, e ro Doue d’he vrasa mignouned tro da vrezelekaat a hed ho buez. Sant Paol a c’houlennaz abenn teir guech kaout peoc’h diouz he ioulou direiz, ha ne oue ket selaouet.
Mes, pe var ann tu-ze pe var eunn tu all bennag e vec’h douget da bec’hi, ne jomit morse da c’hoari gant hoc’h enebour. Troit kein d’ezhan raktal, ha grit eur bedenn ; evelse ann dentasion a vezo