Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

marc’had. Klevet oc’h euz ar respount roet gant Hor Zalver. Pet ac’hanomp-ni a vije eveldhan chomet enn ho zav ? Mad, dre ann ardou treitour-ze ha kant all c’hoaz henvel outho e labour bemdez ann ifern evit koll ar gristenien. Ne oufemp ket niveri he fallagriezou. Araok stourm ouzomp e sello piz da velet dre be hent e vezo easa tostaat ; ha m’ar be ezomm e c’halvo ar bed hag ar c’hik da rei ann dourn d’ezhan. Ouz ann tri enebour-ze eo ret beza ato var evez.

N’euz forz pe hini anezho en em gemer ouzomp, kenta a rai eo diskuez d’eomp ar pec’hed, hag hema hervez ma plijo pe zisplijo d’eomp a vezo digemeret pe taolet pell diouz ar galoun. Evit guelet ann drouk pe gant hor spered pe gant daoulagad ar c’horf n’euz ket ato a bec’hed, rak aliez ne c’hellomp ket miret na zeufe dirazomp. Goude m’on euz poaniet da bellaat ann enebour, ma tiguez evelato d’hon izili, eneb d’hor bolontez, tanva eur