Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

ugent nosvez e teuaz naoun d’ezhan. Hag ann toueller o tostaat a lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, livirit d’ar vein-ma en em chench e bara. O respount d’ezhan Jezuz a lavaraz : Skrivet eo : N’eo ket hebken gant bara e vev ann den, mes gant kement komz a zeu a c’henou Doue. Neuze ann diaoul henn dougaz d’ar gear zantel, hag ouz he lakaat var al leac’h huela euz ann templ, e lavaraz d’ezhan : Mar d’oc’h Mab Doue, en em daolit d’ann traon, rak skrivet eo, en deuz kemennet d’he elez kaout evez ac’hanoc’h hag ho kemerint etre ho daouarn gant aoun na stokfe ho troad ouz eur mean bennag. Jezuz a lavaraz d’ezhan : Skrivet eo ive : Ne dentoc’h ket ann Aotrou ho Toue. Ann diaoul hen dougaz c’hoaz var eur menez huel braz, hag o tiskuez d’ezhan holl rouanleleziou ann douar hag ar brud o devoa e lavaraz d’ezhan : Ann traou-ze holl me ho roi d’ehoc’h