Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

a dra zur, beza neat a bec’hed ha dizle dirag Doue. Kemeromp eta a greiz kaloun hent ar binijenn oc’h heulia lezennou santel ann Iliz. P’on devezo tremenet evel-se amzer ar C’horaiz ne grenimp ket evit sonjal er maro. Er c’hountrol, o veza bevet e guir gristenien, pa zeui Doue d’hor gervel. ni a lavaro gant levenez : Ecce sponsus venit, setu va fried o tont, diblasomp buhan va ene paour, ma’z aimp ganthan d’he balez evit tanva ann euruzdet a bado da virviken. Evel-se-bezet-great.





AR ZUL KENTA EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Vaze, Chab. iv.)


————


Neuze ar Speret-Santel a gasaz Jezuz enn eul leac’h distro evit beza tentet gant ann diaoul. Ha goude m’en devoue iunet a hed daou-ugent devez ha daou--