Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

c’hoarvez, siouaz ? Holl peurvuia e vezont surprenet.

Evit ma vezo talvouduz ar zonj euz ar maro eo ret kredi ema tost.d’eomp evel ma’z eo e guirionez. Ha p’on defe c’hoaz eunn niver bloaveziou da veva, ar maro zo enn hor c’hichenn, rak ann amzer a dremen evel eun hure enn noz dre ar spered. Ha petra ra d’eomp fiziout var ar bloaveziou-ze ? Hor iaouankiz ? hon nerz ? Mes, bemdez e varv kant ha kant all iaouankoc’h ha kreoc’h egedomp ! Ia, heb dale e varvimp ; hag ar pez zo goasoc’h eo ne ouzomp na penaoz na pe vare. Eunn dra skrijusoc’h c’hoaz eo klevet Hor Zalver o lavaret e teui evel eul laer, tanquam fur, pa vezimp nebeuta var evez. Hogen, mantruz eo, heb beza prest, kueza etre daouarn Doue.

Selaouomp eta hirio kenteliou ann Iliz hor mamm garantezuz, ha greomp raktal ar pez a garfemp beza great pa vezimp var hon tremenvan. Karout a rafemp holl,