Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

ma taoulinit d’am adori. Mes, Jezuz a lavar d’ezhan : Kerz adren, Satan, rak skrivet eo : Adori a reot ann Aotrou ho Toue, ha ne zervichot nemethan. Neuze ann diaoul Hen lezaz, ha setu ann elez o tostaat hag ouz He zervicha.


Ardou ann drouk-spered.


Dija, er pevare sul goude ar Rouaned oa bet hano ganeomp euz ann dentasion. Mes, pa lavar ar Spered-Santel eo hor buez evel eur stourmad heb ehan, e vezo talvouduz d’eomp beza c’hoaz kenteliet, ec’hiz ma c’houlenn eur zoudard beza bepred skoliet var ann troiou nevez en defe desket he enebour. Ann diaoul a gav bemdez eun droidel bennag evit rei lammm d’ann ene kristen. Klaskomp eta ni ive anaout skleroc’h he ardou ma c’hellimp ato gounid varnezhan.

O c’houzout en devoa Jezuz naoun goude daou-ugent devez iun, Satan a