Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

da c’houlenn he dammik bara digant ann dremenidi ? Ne gredfec’h ket rebech d’ezhan ma chom da c’hortoz ann aluzenn. Da be leac’h ez ai anez eunn dourn karantezuz d’he vleina ? Ha piou a gavo d’hen ober ? Ne c’hell ket diblas, rak ker buhan e kuesfe enn eunn toull bennag da veuzi pe derri he c’houzoug.

Ar re zo dall a spered ne c’hoarvez ket gantho evel-se. Goest int, ma karfent, oc’h heulia reizou ar vuez kristen, da c’hounid ar Baradoz ; hag emaint, siouaz, o koll ann amzer roet d'ezho gant Doue, hag o kerzet varzu ann ifern. Tost aoualc’h int d’ann hent, ha lakeat e vezint varnhan pa c’houlennint. Ho daoulagad ive a zo mad ; n’euz nemed ho digeri ; hag enn ho c’hichenn ema bepred ann Iliz santel karget da ehuna pep unan, ha d’ober d’ar sklerijenn para skeduz dirag ann holl. Mes, e leac’h kemeret kuzul diganthi, e fell d’ezho heulia ho skiant ho unan, pe kenteliou re all ken bervel hag hi. Gou-