Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

zout a rit koulzgoude kaer o defe daou zen dall mont dourn oc’h dourn ne valeint tamm ehunoc’h. Mad, ar re-ma a gerz ato heb taoler evez ouz netra, oc’h ober fae var ar guirionezou skrivet enn Aviel ha prezeget d’ezho a berz Doue. O veza eat pell aoualc’h e vougont mouez ho c’houstianz, ha neuze e varvont evel m’o deuz bevet, ec’hiz tud ne anavezont na baradoz nag ifern. N’eo ket skrijuz eunn henvelep dallentez ?

Penaoz en em denna euz ar stad-ze ? O kemeret skuer dioc’h paour Jericho. Pa glevaz trouz ann dud a iea dre ann hent, hema a c’houlennaz petra ioa a nevez ; ha raktal ma oue lavaret d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o tremen e savaz he vouez huela ma c’helle : Mab David, emezhan, bezet truez ouzinn ! Hag Hor Zalver a roaz d’ezhan ar guelet.

Ouspenn ma komz ken aliez ouz ho kaloun, tud dall a spered, pet guech ne glevit ket ema Jezuz a dost d’ehoc’h enn