Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —


Ann den dall. — Dallentez ar spered.


Perag e fell d’Hor Zalver hirio parea ar paour keaz dall-ma, kent eged ar glanvourien all a dlie beza etouez kement a dud Hen heulie ? Abalamour n’euz ket eur stad tristoc’h eged hennez ; ha m’oar vad ive abalamour ma c’hoantea kelenn he ebestel a ioa dall a spered ; rak emedo o paouez komz d’ezho freaz aoualc’h divarbenn he Basion hag he varo, ha ne goumprenent netra goude beza abaoue keit all e skol eunn henvelep mestr. Enn amzer vrema ez euz kalz tud ha ne velont ket skleroc’h eged diskibien Jezuz. Ma kafemp da vihana ann tu da zigeri ho daoulagad dre ar gentel on euz lennet enn Aviel !

Ankeniuz eo, a dra zûr, stad ann neb zo dall. Brao e ve d’ezhan beza pinvidik pa ne c’hell peurvuia na gounid na klask he voued. Mar d’eo paour petra rafe ken nemed azeza e tal eunn hent braz bennag