Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

dud-ma siouaz, netra fur ne zalc’hont enn ho spered. Dizolo evel-se, ann had ne oufe glaza ; a wel ema ive da lagad ann diaoul, hag al labouz-ze ne zaleo ket d’her skuba.

Darn all a zelaou gant plijadur hag, evit eur pennadik, a zalc’h kount euz komsou Doue a veler o tiouan brao enn ho c’haloun. Mes, allaz, ann douar n’eo ket doûn. Ret e ve labourat oc’h evesaat a zoare ouz kuzuliou ar Spered-Santel ma c’hellint ober ho grizien ; ret e ve c’hoaz, dre ar bedenn, lakaat gliz ann env da ziskenn varnho. Hag, evel ne reer nag ann eil nag egile, ann had, a veac’h savet, a vez lazet dre ann distera tentasion, evel ma varv gant ar zec’hor ann ed enn douarou baz ha meinek.

Eur rumm all, ouspenn ma selaouont komsou Doue, a daol pled outho, a zo douget da bedi, da zarempred ann ofisou hag ar zakramanchou. Ar greun a c’hell eta diouan ha poulza enn ho c’haloun.